Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
LEVR AR C’HENELIEZ.


20. Hag ar park, hag ar gavarn a oa enn-han, a oe goarantet da Abraham gant bugale Heth, evit kaout enn-han eur bez.


————


SKLERIDIGEZ.


Eur zonjezon santel ha talvoudek eo, eme ar Spered santel, pedi evit ar re varo, evit ma vezint diliammet euz ho fec’hejou. 2 Mach : 12. 46. Eunn dra vad eo ivez dougen kanv d’ezho, hag enori ho besiou. Dillad du hag eur mean-bez, a leverer, na zervichont da netra na d’ar c’horf maro, na d’ann ene. Ma na zervichont ket d’ar re varo, e rint vad d’ar re veo. Ha c’hoant hoc’h eus-hu da gaout e touez ho tud doujanz Doue, respet evit ar gerent, peoc’h hag unvaniez, ho pet soursi euz ann anaon, hag enorit ar besiou.

Enn amzer goz, mervel hep beza gwelet gant den, a oa eunn dizeur braz, eur malloz ; hirio c’hoaz, ne gav ket d’in e ve eunn dra gwall gaer mont euz ar bed-ma hep beza gwelet gant den ! Sulvui ma’z-oc’h bet mad ha vertuzuz, sulvui a geuz hag a c’hlac’har a lezot war ho lerc’h, ispisial mar d-eo mad ha vertuzuz ho tud-nez ; rak ann dud fall, eme Zant Paol, a zo hep teneredigez. Ar c’hanv, lidou ann enterramant, dekor ar bez a zo eta eur merk a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar re veo, eunn desteni enorapl evit ar re varo, eunn ali hag eunn amorz d’ar vugale da veza vertuzuz. Chetu perak e welomp Abraham ken prederiet da rei d’he bried eur bez enorapl ha dereat, hervez he vertusiou.

Eur blijadur eo gwelout honestis ha lealded tud ar c’harter-ze e kenver Abraham,ha kaloun huel ar patriarc’h santel. Perak na welomp-ni ket e touez ar gristenien ar memes honestis eun ho darempredou, ar memes lealded enn ho marc’hajou, ar memes largentez enn ho c’halonou ?


————