Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/11

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
LEVR AR C’HENELIEZ.


16. Ha Doue a reaz daou gorf braz goulaouek, unan brasoc’h, da ren epad ann deiz ; hag eun all bihanoc’h, da ren epad ann noz ; ober a reaz ivez ar stered.

17. Hag e lekeaz anezho e bar ann env, evit goulaoui a-us d’ann douar.

18. Evit ren epad ann deiz hag epad ann noz, hag evit dispartia ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.

19. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ar pevare devez.

20. Doue a lavaraz c’hoaz : ra zavo euz ann douriou loened-stlej leun a vuez, ha loened-nij a-us d’ann douar, dindan bolz ann envou.

21. Ha Doue a grouaz ar pesked braz, hag ann holl loenedigou pere a vev hag finv, savet euz ann douriou, pep hini enn he rumm, hag ann holl loened-nij, pep hini harvez he wenn. ha Doue a welaz e on mad kement-se.

22. Hag a roaz d’ezho he vennoz enn eur lavarout : kreskit, ha puillit, ha kargit douriou ar mor ; ha ra zeuio al laboused da builla war ann douar.

23. Ann abardaez hag ar mintin a reaz ar pemped devez.

24. Doue a lavaraz ivez : ra zavo euz ann douar anevaled beo, pep hini enn he wenn ; anevaled don, loened stlej, hag anevaled gouez ann douar, hervez ho rummou. Hag e oe great evel-se.

25. Doue a reaz eta anevaled gouez ann douar hervez ho rummou ; hag anevaled don, ha loened stlej ann douar pep hini enn he wenn. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.

26. Hag a lavaras ; greomp ann den diouc’h hor