Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
LEVR AR C’HENELIEZ.

lavarout : na gemeri bikenn eur c’hrek d’am map euz a douez merc’hed ar Gananeed, e bro pere emaoun o choum.

38. Hogen mont a ri etrezek ti va zad, hag e kemeri etouez va c’herent eur pried d’am map.

39. Ha me am euz respontet d’am mestr : Mes ma na fell ket dar verc’h dont gan-en ?

40. Doue, eme-z-han, dirak pehini e kerzann, a gaso he eal-mad gan-ez, ha d’az vlenio enn da hent ; hag e kemeri eur c’hrek d’am map euz va lignez hag euz a di va zad.

41. Va malloz na gouezo ket war-n-oud pa vezi bet o kavout va c’herent, ha pa na rofent ket d’id da c’houlenn,

42. Arruet ounn eta hirio e kichen ar feunteun, hag am euz lavaret : Aotrou, Doue va mestr Abraham, mar d-eo c’houi hoc’h euz ma bleniet enn hent am euz great bete vrema.

43. Chetu me em zao e kichen eur feunteun ; ar verc’h iaouank a zeui da gerc’hat dour, da behini a livirinn : roit d’in eur banne dour da eva euz ho pod ;

44. Hag a responto d’in : Evit, ha me a denno ivez d’ho kanvaled, ra vezo houn-nez ar vaouez en deuz great ann Aotrou-Doue evit map va mestr.

45. Endra ma ruillenn ann traou-ze em spered, hep lavarout ger, am euz gwelet Rebeka o tont gant eur pod hag a oa gant-hi war he skoaz ; diskennet eo bet d’ar feunteun, ha tennet e deuz dour ; ha me da lavarout d’ezhi : roit d’in eur banne da eva.

46. Hag hi diouc’h-tu da ziskenn he fod divar he skoaz, ha da lavarout d’in : Ia evit hoc’h-unan, ha me roi ivez da eva d’ho kanvaled. Evet am euz, ha doureet e deuz va c’hanvaled.