respontaz : Va mestr eo. Raktal hi a gemeraz he goel, haghen taolaz dreist he fenn.
66. Hogen ar servicher a gountaz da Izaak kement tra en devoa great,
67. Izaak a zigasaz Rebeka da delt Sara he vamm, hag he c’hemeraz da bried. He c’harout a eure kement, ma teuaz he garantez da zousaat ar c’hlac’har en devoa c’hoaz euz a varo he vamm.
Tadou ha mammou kristen, c’houi pere hoc'h euz bugale da zimizi, kemerit skouer war Abraham ; he furnez enn eunn affer ken talvoudek enn he dilerc’hiou, a zo da veza heuliet. Abraham, er charter emedo neuze, a oa kemeret hag enoret evel eur prins. Goulenn a helle evit he vap ar genta euz a verc’hed iaouank ar vro, hag a dra hanad ne vije ket réuzet. Hogen sonjezonou huelloc’h eget madou ha brazderiou ar bed-ma a dremene dre spered Abraham. Karout a rea he vap, evel ma kar ar zent ; gwelout a rea he zantelez, anaout a rea petra e felle da Zoue ober anezhan ; hag e felle d’ezhan rei dourn da volonte Doue, enn eur brokuli d’he vap eunn dimizi dereat, da lavarout eo, eur vaouez a zoujanz Doue ; hag euz a behini ar wenn, ann deskadurez, hag ann natur vad, a roje esperanz da gaout eunn tiegez euruz hag eul lignez a dud santel.
Hogen gouzout a rea erfat penaoz eur verc’h a seurt-ze na vije ket kavet, e touez tud difeiz ha paianed, evel ma oa gozik holl tud bro Kanaan, e peleac’h edo neuze o choum. Doue hep ken hag he relijion, a helle ober eur plac’h evel ann hini a felle d’ezhan da gavout. Chetu perak e kasaz he zervicher d’he c’hlask d’ar vro a behini e oa ginidik, e peleac’h e oa he dud o choum, ha gant-ho ann anaoudegez euz ar gwir Doue.
Hirio, ann dud ho deuz bugale da zimizi, a henvel ober