Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
LEVR AR C’HENELIEZ.

vont enn hevelep gweladennou ! Deski a dleont gant Rebeka penaoz doujanz ha mez-ganet eo ann daill wella da blijout da eunn den iaouank vertuzuz ha desket-mad ; avelach ha bragereziou na douellint nemet paotred sot ha fougeerien.

Er fin, Breiziz, pa ho pezo merc’hed da choulenn da zimizi, ho pet sonch euz servicher Abraham, e ti Bathuel ; ha na gasit ket pep seurt tud da ober ho koulenn ; mes kasit eunn den a-fesoun, eunn den a zoujanz Doue, pehini a rei ho kefridi gand enor ha chanz-vad.




PENNAD XXV.


MARO ABRAHAM. EZAÜ HA JAKOB.


(Euz ar bed 2183. — A raok J.-K : 1821.)


1. Hogen Abraham a zemezaz da eur vaouez all, hanvet Cetura.

2. Pehini a c’hanaz d’ezhan Zamram ha Jeksan, ha Madian, ha Jesbok, ha Sue.

3. Jeksan ivez a engehentaz Saba, ha Dadan. Bugale Dadan a oe Assurim, ha Larusim, ha Loomim.

4. Hogen eveuz Madian e oe ganet Epha, hag Opher, hag Henok, hag Abida, hag Eldaa ; ar re-ma holl a oe bugale Cetura.

5. Hag Abraham a reaz he holl vadou da Izaak.

6. Hogen da vugale he c’hroagez all ne roaz nemet donezounou, hag ho dispartia a reaz diouc’h he vap Izaak, araok mervel ; oc’h ho c’has war zu ar zao-heol.

7. Ha buez Abraham a ieaz da gant pemzek vloaz ha tri-ugent.

8. Hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz enn eur gozni euruz, enn eunn oad braz, ha leun a zevesiou : hag ez eaz da gavout he vobl.