Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
LEVR AR C’HENELIEZ.


9. Izaak hag Ismael he vipien her besiaz er gavarn a ziou gampr, a oa e park Ephron, map Seor hethead, rak-enep da Vambre.

10. Ar gavarn-ze, he frenet en devoa digant mipien Heth ; hag enn-hi eo bet besiet he-unan gant Sara he bried.

11. Goude ar maro anezhan ; Doue a vennigaz Izaak he vap, pehini a oa o choum e kichen ar punz hanvet punz ann hini a vev hag a wel.

12. Chetu ama lignez Ismael, map Abraham, ganet d’ezhan gant Agar ann ejipsianez, matez Sara.

13. Ha chetu aman hanoiou he vipien ec’hiz m’ho deuz ho douget ar re a zo diskennet anezhan. Map hena Ismael a oa Nabajoth, ann eil Cedar, ha goude Abdeel, Mabsam,

14. Masma, Duma, Masa,

15. Hadar, Thema, Jethur, Maphir, ha Cedma.

16. Ar re-ze eo mipien Ismael, hag ann hanoiou-ze a rojont d’ho c’hestel ha d’ho c’heariou ; rak hi eo ann daouzek kef euz ho daouzek breuriez.

17. Buez Ismael a ieaz da zeiz vloaz ha c’houec’h-ugent, hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz, hag ez eaz ivez da gavout he vobl.

18. Ar vro ma edo o choum enn hi, a zo a-dalek Hevila betek Sur, pehini a sko war ann Ejipt pa zeuer d’ar Siria. Mervel a reaz e kreiz he holl vreudeur.

19. Chetu ama ivez lignez Izaak, map Abraham. Abraham a engehentaz Izaak.

20. Pehini d’ann oad a zaou-ugent vloaz, a zemezaz da Rebeka, merc'h Bathuel Siriad euz ar Mezopotamia, c’hoar Laban.

21. Isaak a bedaz Doue evit he c’hrek, dre’n abek