Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/123

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
LEVR AR C’HENELIEZ.



PENNAD XXVI.


Izaak e bro Jerara.


1. Hogen eur gernez vraz o veza kouezet war vro Kanaan, estréget ann hini a c’hoarvezas e amzer Abraham, Izaak a ieaz da gavout Abimelek, roue ar Philistined e Jerara.

2. Ann Aotrou-Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz : N’a ziskenn ket d’ann Ejipt, mes choum er vro a livirinn d’id.

3. Bez eno evel tremenour ; me vezo gan-ez, ha me az pennigo ; rak rei a rinn d’id ha d’az wenn ar broiou-ze hed-da-hed, o seveni er c’hiz-ze al lé am euz great da Abraham da dad.

4. Kreski a rinn da lignez evel stered ann env ; ha rei a rinn d’az vugale enn da c’houde ar broiou-ze hed-da-hed ; ha benniget e vezo enn da wenn holl voblou ann douar,

5. Dre’n abek ma en deuz Abraham sentet ouz va mouez ; miret va gourc’hemennou ha va urzou ; ha dalc’het mad d’am lidou ha d’am lezennou.

6. Izaak a choumaz eta e Jerara.

7. D’ar goulenn a rea tud ar vro-ze out-han divar benn he bried, e respontaz : Va c’hoar eo. Rak aoun en devoe oc’h anzao out-ho e oa hi dimeze d’ezhan, o sonjal ho divije marteze lazet anezhan, abalamour d’he gened.

8. Eur pennad amzer goude, o veza ma choment er memez leac’h ato, Abimelek, roue ar Philislined o sellout dre eur prenestr, a welaz Izaak oc’h ebata eunn tammik gant Rebeka he c’hrek.