Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
LEVR AR C’HENELIEZ.


19. Toulla a rejont ivez e gweled ar frout, hag e kavjont dour-mammen enn-han.

20. Hogen daël a zavaz eno c’hoaz etre meserien Jerara he meserien Izaak, ar re-hont o lavarout : Ann dour a zo d’e-omp ; dre’n abek da ze e oe hanvet ar punz-ze : Gwall strif, diouc’h ar pez a oa c’hoarvezet.

21. Eur punz all a douljout, divar benn pehini e savaz c’hoaz tabut, hag e oe hanvet Droulanz.

22. O vezat eat kuit ac’hano, e loullaz eur punz all, divar benn pehini na leverjont ger ; dre-ze Izaak hen hanvaz Frankiz, o lavarout : Brema dre c’hras-Doue eo frank war-n-omp, hol lekeat en deuz da greski war ann douar.

23. Hogen euz al leac’h-ze e pignaz enn dro da Versabé.

24. Eno, d'ann noz kenta, Doue en em ziskouezaz d’ezhan o lavarout : Me eo Doue Abraham da dad, n’az pez ket aoun, rak me zo gan-ez, me d’az vennigo, hag a gresko da wenn abalamour d’am zervicher Abraham.

25. Rak-se e savaz eno eunn aoter, hag o veza azeulet da hano ann Aotrou, e plantaz he dell, hag e kemennaz d’he vevelien toulla eur puns.

26. Abimelek, Okozath he vignoun, ha Phikol kabitan he zoudarded, o veza deuet d’i d’he gavout,

27. Izaak a lavaraz d’ezhan ; Perak hoc’h-hu deut d’am c’havout-me, eunn den hag a argarzit, hag hoc’h euz kaset kuit divar ho tro ?

28. Hi a respontaz : Gwelet hon euz e oa Doue gan-ez, ha dre-ze hon euz lavaret : touomp lé ann eil d’egile ha greomp kevredigez ;

29. Evit na ri drouk ebed d’e omp, evel n’hon euz