zillad, a lavaraz, enn eur rei d’ezhan he vennoz : Chetu, c’houes va map a zo ec’hiz c’houes-vad eur parkad ed e bleun, da behini en deuz roet ann Aotrou Doue he vennoz.
28. Doue ra roio d’id gant gliz ann envou, ha gant druzoni ann douar, ed ha gwin gant founder !
29. Ra vezo ar boblou da zujedi, ra zaoulino pep broad dira-z-oud ! Bez Aotrou da vreudeur ; ha bugale da vamm, ra stouint d’ann douar dira-z-oud ! nep az milligo, ra vezo-hen milliget ; ha nep az pennigo, ra vezo-hen karget a vennosiou.
30. A veac’h en devoa Izaak achuet he gomzou ; a veac’h edo eat Jakob er meaz , ma teuaz Ezaü.
31. Hag hen da genniga d’he dad ar boed en devoa aozet euz he chase, enn eur lavarout : Savit, va zad, ha debrit euz chase ho map, evit ma roio hoc’h ene he vennoz d’in.
32. Hag Izaak da lavarout : Piou oud-de eta ? Hema a respontaz : Bez’ ez ounn Ezaü, ho map hena.
33 Izaak a choumaz saouzanet holl ; ha souezet mui eget na oufer kredi, e lavaraz : Piou eo eta ann hini en deuz dija digazet d’in traou paket gant-han enn he chase, hag euz a bere holl am euz debret, a-barz ma’z oud deuet ? hag em euz he venniget, ha benniget e vezo.
34. Ezaü o klevout ar c’homzou-ze gant he dad, a laoskaz eur griaden vraz (evel eul leon o iudal) ha mantret holl e lavaraz : Bennigit ac’hanoun ivez, va zad !
35. Izaak a respontaz ; Da vreur a zo deuet evel eul laer hag en deuz bet ar vennoz a oa dleet d’id.
36. Hag Ezaü a lavaraz : Gant gwir abek eo bet hanvet hen-nez Jakob : hou-ma eo ann eil gwech ounn bet diarbennet gant-han : va gwir a henanded en devoa