Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
LEVR AR C’HENELIEZ.

lamet digan-en, ha brema c’hoaz chetu laeret gant-han ar vennoz a oa dleet d’in. Hag e lavaraz eunn eil gwech d’he dad : Ha n’hoc’h eus-hu ket miret eur vennoz evid-oun ?

37. Izaak a respontaz d’ezhan : Hel lekeat am euz da vestr war-n-oud ; great am euz he holl vreudeur sujedi d’ezhan ; ann ed hag ar gwin, ho roet am euz d’ezhan evel he dra ; goude kement-ze, va map, petra oufenn-me mui da ober evid-oud ?

58. Hag Ezaü da lavarout : N’hoc’h eus-hu eta nemet eur vennoz, va zad ? me ho ped, bennigit ac’hanoun ivez ! Hag evel ne rea nemet gwela hag hirvoudi,

39. Izaak gant, truez out-han, a lavaraz : Druzoni ann douar, hag ar gliz a ziskenn euz ann env, a vezo da lod bennoz.

40. Beva a ri dre ar c’hleze, ha servicha a ri da vreur : ha dont a rai ann amzer ma heji ha ma taoli he ieo divar da c’houzoug.

41. Ezaü eta a zouge bepred kasoni ouc’h Jakob, abalamour d’ar vennoz-ze en devoa roet he dad d’ezhan ; ha lavarout a reaz enn he galoun : Dont a rai devesiou kanv va zad, ha neuze me lazo va breur Jakob.

42. Danevellet a oe ann traou-ze da Rebeka ; hag houma o veza great gervel he map Jakob, a lavaraz d’ezhan : Chetu ho preur Esaü a c’hourdrouz ho laza.

45. Brema ’ta, va map, selaouit kuzul ho mamm ; savit ha tec’hit kuit, hag it da gavout Laban, va breur, e bro Haran.

44. Choum a reot gant-han eur pennadik amzer, ken a vezo distanet kounnar ho preur.

45. Ken a vezo tremenet he zespet, hag ankounac’heet gant-han ar pez hoc’h euz great enn he enep.