Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/132

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
LEVR AR C’HENELIEZ.

Neuze me gaso d’ho klask hag ho tigaso ac’hano ena dro ama. Perak e kolfenn-me va daou vap enn eunn devez !

46. Ha Rebeka a lavaraz da Izaak : Ar vuez a zo deuet enouuz evid-oun, dre’n abek da verc’hed Heth : mar kemer Jakob eur c’hrek euz a douez tud ar vro-ma, ne fell ket d’in beva pelloc’h.


————


SKLERIDIGEZ.


Komzou hag oberiou Jakob ha Rebeka hed-da-hed d’ar pennad-ma a zo bet displeget e meur a fesoun gant ann tadou santel. Lod a zalc’h penaoz ho deuz lavaret geier, hag offanset Doue, da vihana dre bec’hejou veniel ; rak ar gaou, pegen dister bennak e ve, a zo ato pec’hed dirak ann hini a zo ar wirionez memes. Mes eme-z-ho arabat eo beza souezet war gemen-ze, na kemerout gwall skouer ; ar zent n’int ket bet ato glan a bec’hed ; ha Doue a lez alies ann drouk da c’hoarvezout, evit kas da benn ar pez en deuz sonjet ober.

Lod all, Sant Aogustin ha Sant Thomas ispisial, a zalc’h penaoz komzou Jakob, enn darvoud misteriuz-ze, ne d-int ket geier. Izaak a fell d’ezhan rei ar vennoz a henanded d’ann hini a oa hervez Doue he vap hena. Hogen Ezaü o veza gwerzet he wir a henanded da Jakob, ha siellet he werz gant he lé, da Jakob e tigoueze ar vennoz diveza-ze euz he dad, ouc’h pehini en devoa Doue staget kement a brivilachou. Pa c’houlennaz eta Izaak digant Jakob ; Ha te eo ar map da behini e tleann rei bennoz ann henanded ? Jakob, o respont : ia me eo, na lavaraz ket eur gaou.

Oc’h penn ze, Jakob enn traou-ze holl a oa eur skeud euz a Jezuz-Krist, hag euz he iliz. Jezuz-Krist, oan dous ha dinam, a zo bet goloet euz a bec’hejou ar bed, evel Jakob euz a grec’hin ar mennou-gaor. Hag o veza ho faet war ar groaz e tennaz war e iliz grasou mad he Dad Eternel, hag ar privilachou all pere a oa bet bete neuze heritach ar sina-