galvet ti Doue ; hag ann deok eurz ann holl vadou ho pezo roet d’in a genniginn d’e-hoc'h, Aotrou.
Jacob o tec’hout kuit divar hent he vreur, ha kement-ze evit senti ouc’h he dad hag he vamm, a gavaz e kreiz he veach dor ann env, elez Doue, ha Doue he-unan. Doue en em hastaz da baea he zouster, he vuelded, hag he zentidigez, enn eur nevezi d’ezhan ann diouganou kaer en devoa great da Abraham ha da Izaak. Tud iaouank, breudeur ha c’hoarezed euz ar memes ti, ra vezo bepred enn ho touez, ar peoc’h hag ar garantez gristen ; mes hallas ! mar sav etre z-hoc’h tabut, droulanz, gwarizi, ho pet sonj euz Jakob. Ann hini furra, gant ali he dud, en em denno kuit. Doue na vanko ket d’ezhan ; ha rei a rai d’ezhan hep dale merkou hanad euz he gen-levenez. Oc’hpenn-ze, ar skouer vad a roio d’he vreudeur, ho lakai marteze da zistrei enn-ho ho-unan ha da zont gwelloc’h, evel ma reaz Ezaü o welout sentidigez, habaskled he vreur , hag he galoun distag diouc’h ar madou-braz a leze war he lerc’h, o kuitat ti he dad.
Skeul Jakob war behini ho deuz ann Tadou Santel lavaret kement a draou kaer, a verk ar c’hommers-ze a garantez pehini a zo e-tre ann dud santel war ann douar hag hon Tad pehini a zo enn env. Hon elez-mad, testou euz hor pedennou hag euz hor madoberiou, a nij d’ho c’has dirak ann tron a Zoue, hag a ziskenn a-darre d’hor c’havout karget a c’hrasou hag a vennosiou evid-omp. Ar skeul-ze a zo c’hoaz eur skeuden gaer euz ar Werc’hez Zantel, pehini a zo eul liamm a drugarez e-tre ann env hag ann douar ; ha war behini e pouezaz Map Doue, pa eo bet e em c’hreat den evid-omp.
Pa’z eomp e-barz eunn iliz bennak, ann Tadou Santel a fell d’ezho e ve enn hor c’haloun hag enn hor genou ar c’homzou-man a lavaraz Jakob goude he weledigez : Na terrubl eo ar leac'h-ma ! e gwirionez aman ema ti Doue ha dor ann env.