Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
LEVR AR C’HENELIEZ.

ned eur weach douret, e vije lekeat a-darre ar mean war c’horre ar punz.

4. Jakob a lavaraz d’ar veserien : Va breudeur, euz a beleac’h och-hu ? Euz Haran, em’int-hi.

5. Ha Jakob oc’h eber goulennou out-ho : Na anavezit-hu ket, eme-z-han, Laban, map da Nakor ? eo, eme-z-ho, hen anaout a reomp.

6. Ha iac’h ef-hen, eme Jakob ? Iac’h eo, eme-z-ho, ha chetu Rachel, he verc’h, o tont ama gant he zropell.

7. Ha Jakob a lavaraz d’ezho : Kalz deiz a zo c’hoaz ha ne ket pred kas ann tropellou d’ho c’hreier ; roit eta da eva d’ann denved, ha kasit-ho a-darre da beuri.

8. Hi a respontaz : n’hellomp ket oher se, ken na vezo digouezet holl ann tropellou, ha ken n’hor bezo lamet ar mean divar c’horre ar punz, evit doura al loened.

9. Komz a reant c’hoaz , ha chetu Rachel o tont gant denved he zad ; rak hi he-unan a zioualle ann tropell.

10. Jakob o veza he gwelet, hag o c’houzout e oa hi a oa he giniterv, hag ann denved, denved Laban he eontr, a lamaz ar mean a oa war c’horre ar punz.

11. Hag o veza douret he zropell, e pokaz d’ezhi, enn eur zevel he vouez, hag enn eur wela.

12. Rei a reaz d’ezhi da anaout e oa hen kar d’he zad, ha map da Rebeka. Hag hi raktal da gas ar c’helou-ze d’he zad

13. Hema, o klevout edo arru Jakob, map he c’hoar, a redaz war he arbenn ; her briataz, hag o veza poket d’ezhan, meur a weach, hen digasaz gant-han d’he di. Hag o veza klevet evit petra e oa deuet,