14. E lavaraz d’ezhan : Va c’hik ha va goad oud. Ha goude eur miz tremenet,
15. Laban a lavaraz da Jakob : war zigare ma’z oud kar-nez d’in, ha ret e vezo d’id-de va zervicha evit netra ? lavar d’in pebez gopr a fell d’id ?
16 Hogen Laban en devoa diou verc’h ; ar gosa hanvet Lia, ar iaouanka hanvet Rachel.
17. Lia a oa pikouzez enn he daoulagad ; Rachel a oa koant enn he dremm , ha kaer da welout.
18. Jakob, o veza ma kare hou-ma, a lavaraz : Seiz vloaz servich a rinn d’e-hoc’h evit kaout Rachel, ho merc’h iaouanka.
19. Laban a respontaz ; Gwell eo gan-en he rei d’id eget da eunn all, choum em zi.
20. Jakob eta a zervichaz seiz vloaz evit Rachel, ha kavout a rea gant-han e oant eunn nebeudik desiou hep ken, ker braz edo he garantez evit-hi.
21. Hag e lavaraz da Laban : roit d’in va fried, rak deuet eo ann amzer ma tleann dimizi d’ezhi.
22. Laban o veza pedet d’ar banked eunn niver braz a vignouned, a reaz ann eured.
23. Ha pa oa deuet ann noz, hen a gasaz he verc’h Lia da gampr Jakob ;
24. Enn eur rei d’ezhi eur vatez hanvet Zelpha. Jakob he c’hemeraz evit pried ; mes pa oe deuet ar mintin, e welaz e oa Lia a oa.
25. Hag e lavaraz d’he dad-kaer : Petra hoc’h eus-hu bet c’hoant da ober ? ha ne ket evit Rachel eo am eus-me ho servichet ? perak hoc’h eus-hu ma zromplet !
26. Laban a respontaz : N’ema ket ar c’hiz enn hor bro-ni da zimizi hor merc’hed, ar re iaouanka a-raok ar re gosa.