Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
LEVR AR C’HENELIEZ.


Hag a zlspartiaz ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. Sant Aogustin a wel ama daou dra ; ann disparti etre ar skierijen hag ann denvalijen, hervez ann natur, hag ann disparti etre ann elez-mad hag ann droug-elez. Lod euz ann elez a gouezaz, o klask en em zevel ken huel ha Doue, hag a zo taolet evit bikenn e gweled ann ifern. Ho gervel a reomp drouk-sperejou, pe diaoulou. Lod all a zalc’haz-mad da Zoue, hag a dremenaz dre eur c’hraz nevez ; enn eur skierijen seul vrasoc’h ma en em gavent tost-oc'h-tost d’ann Aotrou Doue ; hag enn eur stad euruz a behini n’hellont mui koueza. Ar sperejou euzuz-ze eo, taol chanz, ann env huella-ze hanvet gand David env ann evou, ha dalc’het gant Doue d’ezhan he unan, epad ma tilez ann douar gant bugale ann dud. cœlum cœli Domino ; terram autem dedit filiis hominum, Psalm. 113. Gwersad 16. Pep hini ac’hanomp, abalamour d’hon eneou, pere a zo sperejou evel ann alez, a zo galvet da veza eunn devez eur mean prisiuz e mogeriou ar gear gaer-ze da Zoue, hanvet Jeruzalem ann Env. Mes a barz neuze e rankomp beza bénet ha lintret dre galz a drubuillou. Tempzet eo da bep unan he stourmad hag he amprou. Ar re a zalc’ho mad da Zoue a dremeno ivez a sklerijen da sklerijen, beteg ann eurusted-ze na hellint mui da goll, pehini ar gwel a Zoue. Ar re a enebo out-han beteg ar maro, a gouezo a denvalijen e tenvalijen bete gweled ann ifern, evel ann diaoulou.

Greomp ann den. — Chetu mister an Drinded diskleriet d’e-omp. Doue a-barz ober he daol-micher, da lavaout eo, map-den, pehini a dlie beza roue ann holl grouadurien, a zeblant kemerout kuzul digant eur re bennak. Hogen piou a ve bet he guzulierien ? Hag ann elez ef-int-hi ? Mes he grouadurien a oant, ha n’ho devoa da rei d’ezhan nemed ar pez ho devoa bet digant-han. Digant he furnez eta ha digant he garantez, pe evit lavarout gwell, digant ar Map hag ar Spered-Santel eo e c’houlenn kuzul evit kroui ann den. He groui a reaz henvel out-han ; nann hervez ar c’horf, Doue n’en deuz ket a gorf ; mes hervez ann ene, pehini a zo eur spered ha na varvo bikenn, eur spered gwestl da anaout, da garout ha da veuli Doue.

Ho c’hroui a reaz gwaz ha maouez. — Adam hag Heva a oe