23. Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur map ernn eur lavarout : Lamet en deuz Doue ar vez divar-n-oun.
24. Hag hen henvel a eure Jozeph, enn eur lavarout : Plijet gant Doue rei d’in eur map all !
25. Goude ma oe ganet Jozeph, Jakob a lavaraz d’he dad-kaer : List ac’hanoun do zistrei d’am bro, ha d’ann douar e pehini ounn ganet.
26. Roit d’in va gragez ha va bugale, evit pere am euz ho servichet, hag en em denninn kui t: gouzout a rit pe seurt servich am euz great enn ho ti.
27. Laban a respontaz d’ezhan : Trugarez a c’houlennann digan-ez, gouzout a rann dre ma her gwelann, en deveuz Doue benniget va ziegez abalamour d’id.
28. Gra da briz, ha me her paeo d’id.
29. Jakob a respontaz : Gouzout a rit e pe fesoun am euz ho servichet ; ha pegement eo kresket ho madou etre va daouarn,
30. Nebeut a dra ho poa, pa oann deuet daved-hoc’h, ha brema chetu c’houi pinvidik : Doue en deuz ho penniget ker kent ha ma’z ounn deuet enn ho ti. Mad eo eta e sonchenn ivez eur mare bennak era ziegez va-unan.
31. Laban a lavaraz : Petra rinn-me d’id ? Ne fell netra d’in, eme Jakob : mes mar grit ar pez a c’houlennann, e kendalc’hinn da gas da beuri ha da ziouall ho tropellou.
32. Grit eur gwel da bep banden euz ho tenved, ha dispartiit ann danvadezed briz ha marellet enn ho gloan, hag hivizikenn ar re a vezo louet, briz pe marellet, ken e-touez ann denved ken e-touez ar geor, a vezo d’in evit va dic’haou.
33. Warc’hoaz kenta va lealded a responto evid-oun,