Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/145

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
LEVR AR C’HENELIEZ.

pa vezo deuet ar mare d’e-hoc’h da ober em c’henver hervez ar pez a lavarann, mar bez e-touez va denved pe va geor unan bennak ha na vezo ket marellet, briz, pe louet, me c’houlenn beza kemeret evit laer.

34. Ha Laban a lavaraz : Mad a gavann ar pez a c’houlennez.

35. Hag e tispartiaz enn devez-ze memes ar geor, ann danvadezed, ar bouc’hed, hag ann tourzed marellet ha merket ; ha rei a reaz da ziouall d’he vugale (ha da Jakob) ar re n’ho devoa nemed eul liou, da lavarout eo, ar re a bere ar gloan a oa gwenn pe zu.

36. Ha lakaat a reaz hed tri dervez kerzed etre-z-hen hag be vap-kaer pehini a zioualle ann tropellou all ha na oant ket gant-han.

37. Jakob eta, o kemerout gwaligner elo, alamandez ha platan-glaz, a ziruskaz lod anezho. Ar gwaligner dirusket a oe gwenn da welout, hag ar re a oe lezet enn ho fez a choumaz ato glaz ; enn hevelep fesoun ma taolent daou seurt liou.

38. Ho lakaat a reaz neuze ebarz ar c’haniou a vije karget a zour, evit pa vije deuet ann tropellou da eva, m’ho divije ar gwaligner-ze dirak ho daoulagad, ha ma kemerjent loen enn eur zellout out-ho.

39. C’hoarvezout a reaz eta, pa hemolc’he ann danvadezed, ma kemerent loen enn eur zellout ouc’h ar gwaligner, hag ec’h alent eïn briz, louet, ha marellet a bep seurt liou.

40. Ha Jakob a reaz diou loden euz he dropel, hag a lekeaz gwaligner er c’haniou dirak daoulagad ann tourzed. Ar re a vize gwenn holl pe zu, a oa da Laban, hag ar re all da Jakob, goude ma vije great ann disparti.

41. D’ann nevez amzer eta, pa hemolc’he ann danva-