dezed, Jakob a renke he waligner er c’haniou dirak daoulagad ann tourzed hag ann danvadezed, evit ma kemerjent loen enn eur zellout out-ho.
42. Hogen pa dlient hemolc’hi d’ann dilost-hany, pa choument divezat da gemer loen, Jakob na lekee ket he waligner. Evel-se ar re zivezad a vije da Laban, hag ar re abred da Jakob.
43. Enn doare-ze, va den a zeuaz pinvidik dreist vuzul ; bez’ en devoe tropellou eleiz, mitizien ha mevelien, kanvaled hag ezen.
Ro d’in bugale pe me varvo. Ar gomz-ze da Rachel ne d-eo ket re da veza meulet. Diskouez a ra nebeut a zoujanz da volontez Doue ; eunn tammik buanegez ha kalz a warizi. Iskuzi a heller ar baour-keaz anezhi, abalamour d’ar c’hoant braz e devoa da gaout bugale. Ha marteze ne lavaraz kement-ze d’he goaz, nemed evit he zougen muioc’h-mui da bedi Doue ; rak gouzout a ree penaoz Abraham hag Izaak n’ho devoa bet gwir heritourien nemet dre forz pedennou.
Ar respont a reaz Jakob d’ezhi a zo leun a furnez. Ha Doue efenn-me, eme-z-han, ha ne ket hen eo a vir ouz-id da gaout bugale ? E-leac’h en em gemerout diouz-in-me, ha dougen gwarizi d’az c’hoar, e ve gwell d’id en em izelaat, hag en em erbedi d’ann hini hepken a hell aotren d’id eur c’hraz ker kaer ha ma’z eo ann hini da gaout eur briedelez frouezuz. Rak gloar ha destinadurez ann dimiziou eo rei servicherien da Zoue.
Bet zo bet heritiked, ha bez’ ez euz hirio ann deiz tud difeiz, hardis a-walc’h evit lavarout e oa Jakob eunn den diboell, o kaout peder grek war eunn dro. Sant Aogustin a respont d’ezho : da genta, enn amzer-ze, Doue na zifenne ket kaout meur a c’hrek war eunn dro. D’ann eil, Jakob d’ar penn kenta na fele d’ezhan kaout nemet Rachel. Forset eo