Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
LEVR AR C’HENELIEZ.

bet gant he dad-kaer da gemerout Lia ; ha divezatoc’h eo bet evel rediet gant he ziou c’hrek da gemerout ho mitizien. Evesait eme d’ezho Sant Aogustin, ann den santel Jakob a helle beza ker chast, ha chastoc’h marteze gant he beder c’hrek eget meur a gristen gant unan hepken, ha kalz re all ha n’ho deuz hini ebed.

Er pez a reaz Jakob d’ann denved, goude ann emglev great etre he dad-kaer hag hen, n’ez euz na sorserez, na tromplerez, na laëronsi. Evel ma her gwelimp er pennad ama war lerc’h, Doue he-unan eo a zizoloaz da Jakob ann dro vrao-ze da ober da Laban, evit en em zic’haoui eveuz he bevarzek bloavez servich.

Petra bennak ma hellie sekret Jakob ken-ober gant lezennou ann natur, war c’halloud Doue hep ken eo e tleeur lakaat ar pez a c’hoarvezaz gand ann denved. Rak tud kuriuz ho deuz great a-baoue ar pez a reaz ar patriarch, hep merzout gweach ebed ho divije ho gwaligner gwenn pe c’hlaz ann disterra vertuz war eïn bihan ho danvadezed.




PENNAD XXXI.


Jakob a guita ti he dad-kaer, evit distrei d’he vro.


1. Hogen Jakob o veza klevet bugale Laban o koms etre-z-ho, hag o lavarout : Eat eo gant Jakob kement mad en devoa hon tad ; chetu hen deuet pinvidik gant he draou, ha brudet braz dre ar c’harter :

2. Merzout a reaz ivez war zremm Laban penaoz ne oa mui ar memes den enn he genver evel diaraok ;

3. Dreist pep tra Doue he unan o veza lavaret d’ezhan : Distro da zouar da dud-koz, ha da gavout da gerent, ha me vezo gan-ez,

4. E kasaz da lavarout da Rachel ha da Lia dont