Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
LEVR AR C’HENELIEZ.

war ar meaz e peleac’h edo o tiouall he dropellou.

5. Hag e lavaraz d’ezho : Gwelout a raan ouc’h sellou ho tad, penaoz ne d-eo mui ar memez den em c’henver evel kent ; hogen Doue va zad a zo bet enn tu gan-en.

6. Gouzout a rit hoc’h-unan am euz zervichet ho tad euz va holl c’halloud.

7. Mes ho tad neket bet leal em c’henver ; dek gweach en deuz chenchet ar goumanant a oa dleet d’in. Doue koulskoude n’en deuz ket hel lezel da noazout d’in.

8. Pa lavare : Ann eïn marellet a vezo d’id ; ann danvadezet holl a ale eïn marellet. Enn enep, pa lavare : ar re wenn a vezo da loden, ann holl dropellou a daole eïn gwenn.

9. Hag er c’hiz-ze Doue eo en deuz lamet he vadou digant ho tad ha roet anezho d’in.

10. Rak pa zeuaz ar mare d'ann danvadezed da hemolc’hi e saviz va daoulagad , hag e weliz dre va hunvre penaoz kement par a c’holoe he barez, a oa briz ha marellet, hag a veur a liou.

11. Hag Eal ann Aotrou-Doue a lavaraz d’in dre va c’housk : Jakob ! Ha me a respontaz : emaoun ama.

12. Hag hen da lavarout : Sao da zaoulagad ha gwel penaoz kement par a c’holo he barez, a zo marellet, merket, ha briz enn he liou ; rak gwelet am euz holl ar pez en deuz great Laban d’id.

13. Me eo ann Doue a Vethel, e peleac’h ec’h euz eoliet eur mean, ha great eur gwestl d’in. Brema ’ta sao, kea kuit euz ar c’harter-ma, ha distro d’ar vro a behini oud ginidik,

14. Rachel ha Lia a respontaz : ha beza hon euz-ni