Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/149

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
LEVR AR C’HENELIEZ.

da gaout eunn dra bennak choumet euz a vadou hag euz a heritach hon tad ?

15. Ha n’eus-hen ket kemeret ac'hanomp evel merc’hed a ziaveaz ; gwerzet ac’hanomp, ha debret ar pez a oa dleet d’e-omp evid hol labour ?

16. Mes Doue en deuz kemeret madou hon tad, ha roet anezho d’e-omp ha d’hor bugale : gra eta kement en deuz Doue gourc’hemennet d’id.

17. Jakob en em gemeraz eta, hag o veza lekeat he vugale hag he c’hragez war gein kanvaled, a ieaz kuit.

18. Kas a reaz gant-han he holl c’hlad, he dropellou, kement mad en devoa dastumet er Mezopotamia, hag e teue e-trezek he dad da zouar Kanaan.

19. D’ar mare-ze Laban a oa eat da douza ann denved, ha Rachel a laeraz falz-doueou he zad.

20. Jakob na fellaz ket d’ezhan anzao d’he dad-kaer e tec’he kuit.

21. Pa oe dija enn hent, gant kement a oa enn he gers, ha tremenet gant-han ar ster-vraz, o vont warzu menez Galaad,

22. E oe kemennet da Laban, d’ann trede deiz, e oa eat Jacob kuit.

25. Laban o kemerout gant-han he vreudeur, a redaz war he lerc’h, epad seiz devez, hag her pakaz e menez Galaad.

24. Mes gwelout a reaz dre he hunvre ann Aotrou-Doue pehini a lavaraz d’ezhan : Diouall na liviri netra rust da Jakob.

25. Jakob en devoa dija displeget he delt war menez Galaad ; ha Laban, arruet betek hen gand he vreudeur, a blantaz ivez he delt war ar memes menez,

26. Hag a lavaraz da Jakob : Petra eo d’id beza great