Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
LEVR AR C’HENELIEZ.

na hellann sevel dira-z-han, rak arruet eo gan-en ar pez a c’hoarvez diouc’h ann dro gant ar gragez. Er c’hiz-se ez eaz da netra poan ar c’hlasker-paour.

36. Ha Jakob, eat drouk enn han, a lavaraz gant c’houervder : Evit pe wall, nag evit pe offans euz va ferz oc’h-hu deuet gant kement a herr war va lerc’h,

37. Hag hoc’h euz furchet pis-ha-pis kement pez a zo em zi ? Petra hoc’h eu-hu kavet hag a ve euz a draou ho ti ? Diskouezit-hen ama dirak va breudeur hag ho re, ha ra varnint e-tre c’houi ha me.

38. Hag evit-se ounn-me bet ugent vloaz gen-e-hoc’h ? Ho tanvadezed hag ho keor n’int ket bet gaonec’henned, ha n’am euz ket debret tourzed ho tropellou.

39. N’am euz morse diskouezet d’e-hoc’h ar pez a ie gant ar bleiz ; ann holl goll a gemerenn evid-oun ; ha c’houi a c’houlenne digan-en kement hini a vize kollet dre laeronsi.

40. Noz-deiz e oann devet gant ar c’hroez pe gant ar reo, hag ar c’housked na dostee morse ouc’h va daoulagad.

41. Enn doare-ze am euz ho servichet enn ho ti e-pad ugent vloaz ; pevarzek vloaz evit ho merc’hed, ha c’houec’h vloaz evit ho loened ; ha dek gweach hoc’h euz chenchet ar priz euz va foaniou.

42. Paneved ma’z eo deuet Doue va zad Abraham hag ann aoun ho poa rak Izaak d’am zikour, marteze ho pije ma c’haset kuit noaz-pill ; mes Doue en deuz sellet ouc’h va enkrez, hag ouc’h poaniou va divreac’h, hag en deuz ho kourdrouzet deac’h.

43. Ladan a respontaz dezhan : Va merc’hed ha va bugale vihan, da dropellou ha kement tra a welez ama a zo d’in, pe seurt drouk a oufenn-me ober d’am bugale ha d’am bugale vihan ?