Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
LEVR AR C’HENELIEZ.


44. Deuz eta, greomp eur gevredigez hag a zervicho da desteni e-tre te ha me.

45. Jakob eta a gemeraz eur mean, hag her plantaz enn he zao, evit arouez.

46. Hag a lavaraz d’he vreudeur : Digasit ama meïn. Hag o veza ho dastumet holl, e rejont eur bern anezho, war behini e kemerjont eur pred-boed.

47. Laban a hanvaz ar bern mein-ze Kreac’h ann test ; ha Jakob Kreac’h ann desteni, pep hini hervez he iez.

48. Ha Laban a lavaraz : Ar bern mein-ma a vezo hirio test e-tre te ha me ; chetu perak eo galvet al leac’h-ze Galaad, da lavarout eo Kreac’h ann test.

49. Ra wello ha ra varno Doue e-tre-z-omp, pa vezimp dispartiet ann eil diouc’h egile.

50. Mar wall-gasez va merc’hed, mar kemerez gragez all estreget-ho, n’euz den test euz hor c’homzou, mes Doue a zo ama hag hor gwel.

51. Laban a lavaraz c’hoaz da Jakob : Chetu ar c’hreac’h hag ar mean am euz savet e-tre te ha me,

52. Test e vezint : ia, hel lavarout a rann, ar c’hreac’h-ze hag ar mean-ze, ra zougint testeni, mar tremenann dreist-ho evit mont enep d’id ; pe mar teuz enn tu-all d’ezho, war zonj da noazout d’in.

53. Doue Abraham, ha Doue Nakor, ra varno etre-z-omp, Doue ho zad ! Jakob eta a reaz he le dre ann hini a zouje he dad Izaak :

54. Hag o veza lazet hostiou war ar menez, e pedaz he vreudeur da zont da zibri gant-han. Dont a rejont d’ar banked, ha choum a rejont eno, enn noz-ze.

55. Mes Laban o sevet a-raok ann deiz, a bokaz d’he vugale vihan ha d’he verc’hed, ho bennigaz, hag a zistroaz d’he vro.