Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Jakob e ti Laban a zo skouer ann dud iaouank oberiant, ha great evit beza pinvidik. Bez’ ez eo ivez e pep fesoun skouer ar vugale demezet e kenver ho zud-kaer. Arruet er Mezopotamia war netra, e teraou dre c’honit karantez Rachel gant ne fesouniou seven, ha dre he galoun vad. Plijout a ra ivez meurbed d’he eontr, dre he gourach hag he ampartis e pep labour. Goulenn a ra he geniterv Rachel da bried, hag evit he c’haout ec’h asant labourat seiz vloaz e ti Laban, evel mevel. Berr e kav ann amzer-ze dre ma en devoa bepred, dirak he zaoulagad hag enn he galoun, Doue ha Rachel. Tromplet gant he dad-kaer, da noz he eured, n’her gwelimp ket oc’h en em zespetal, oc’h en em zizesperi, o vankout a resped d’he dad ; Ha Doue a ra ma teu Laban da genniga d’ezhan he verc’h all, gant ma servicho seiz vloaz all enn he di hep komanand ebed.

Ar vugale demezet hag ho defe re a hast d’en em zispartia diouc’h ho zud-kaer, evit mont enn ho zra, ha labourat war ho ero, a dlefe kaout sonch euz Jakob, hag euz ar vennoz vraz a skuillaz Doue war-n-ezhan abalamour d’he habaskded, d’he zoujanz evit ioul Doue, ha d’he respet e kenver he dad-kaer.

Mar d-eo bet Jakob skouer ann dud iaouank e pep tra, Laban ne d-eo ket da veza heuliet gand ann tadou-kaer. Goude pevarzek vloaz servich, Jakob o welout o c’henel he zaouzekved krouadur, ha vennaz e oa pred d’ezhan pelloc’h sonjal enn amzer da zont, ha dastum eunn dra bennak da gement a vugale. Goulenn a reaz distrei gant-ho d’he vro. Laban gant aoun da goll eunn den ken oberiant, hag ar vrud vraz a rea pep tra enn he diegez drez-han, n’hel lezaz ket da vont kuit ; hag evit he zerc’hel, en em westlaz da rei d’ezhan eunn dra bennak diouc’h gounidou ann ti. Gwelet hon euz ann emglev great etre-z-ho, ha bennoz Doue war loden Jakob. Laban evel ma c’hoarvez gant meur a dad-kaer, a gemeraz gwarizi ouc’h he vap. Mankout a reaz d’he c’her o chench hag o tichench ar e c’hountrat oc’hpenn dek gweach.

Erfin n’en devoa mui respont vad ebed da rei da Jakob ;

10