Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
LEVR AR C’HENELIEZ.

Hag he vugale all a gemere perz enn he gaz hag enn he warizi. Neuze e teuaz Doue he-unan da zikour Jakob. Gourc’hemenni a ra d’ezhan distrei d’he vro, ha Jakob raktal da zenti. Laban a ia drouk braz enn-han o klevout ema eat he vap kaer kuit, mont a ra war he lerc’h gant tud armet ; mes Doue a zeu da zistana d’ezhan ha da chourdrouz he gastiza mar lavar hep ken eur gomz re rust d’he vap. Kement-se a zesk d’ann tadou ha d’ar mammou treti ho bugale gant lealded hag azaouez, ispisial pa vent bet enn ho c’henver bugale vad ha sentuz.

D’ann divez, enn tiegesiou e pere ez euz doujanz Doue, e kaver ato ann tu d’en em glevet ha d’en em unani. Jakob ha Laban goude eunn tammik kroz, en em sklera ann eil war gont egile, hag a zeu mignoned evel kent. Ober a reont enn eul lod eur zakrifis da Zoue, dibri a reont ouc’h ar memes taol, ha mont a reont pep hini enn he du, difach-kaer hag enn eur veuli Doue.




PENNAD XXXII.


Jakob a c’hourenn ouc’h eunn Eal.


1. Jakob euz he gostez a ieaz gand he hent, hag Elez euz a berz Doue en em gavaz war he arbenn.

2. Jakob, pa ho gwelaz a lavaraz : Kamp Doue a zo ama, hag e hanvaz al leac’h-ze Mahanaim, da lavarout eo, ar c’hamp.

3. Hogen Jakob a gasaz enn he raok kannaded d’he vreur Ezaü, da zouar Seir e bro Edom.

4. Hag a roaz d’ezho he urzou enn eur lavarout : Er c’hiz-ma e komzot ouc’h Ezaü va Aotrou : chetu ama ar pez a lavar d’e-hoc’h ho preur Jakob : E ti Laban ounn bet evel tremeniad hag eno ounn choumet betek hirio.