Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
LEVR AR C’HENELIEZ.

war Jakob, a douchaz d’ezhan eunn nerven euz he vorzad ; ha raktal ann nerven-ze a zizec’haz.

26. Hag e lavaraz da Jakob : Lez ac'hanoun da vont kuit, rak dija e c’houlaou ann deiz. Jakob a respontaz : N’ho lezinn ket da vont ken n’ho pezo benniget ac’honoun.

27. Pe hano hoch eus-hu, eme ar goaz ? Jakob, eme hema.

28. Mad, eme egile, na vezi mui hanvet Jakob, mes Israël ; rak mard-oud bet krén enep Doue, pegement na vezi-te ket krenvoc’h enep ann dud ?

29. Jakob a c’houlennaz digant-han : Livirit d’in pe hano hoc’h eus-hu ivez ? Hen a respontaz : Perak e fell d’id gouzout va hano ? Hag e roaz he vennoz d’ezhan war al leac’h-ze memes.

30. Ha Jakob a hanvaz al leac’h-ze Phanuel, enn eur lavarout : Gwelet am euz Doue dremm-ouc’h-dremm, ha salo eo bet va buez.

31. Kerkent ma en devoe kuiteet Phanuel, e welaz ann heol o sevel ; hogen choum a reaz kamm eur c’har d’ezhan.

32. Dre’n abek da ze bugale Israël na zebront ket, betek hirio ann deiz, nerven ar vorzad, pehini a zizec’haz da Jakob ; rak ann Eal a douchaz eunn nerven euz he vorzad, pehini a choumaz skôet.


————


SKLERIDIGEZ.


Doue na vank morse d’ann den eeun a galoun, pehini en deuz lekeat enn-han he holl fisianz. Dieubet diouc’h buanegez he dad-kaer ; Jakob a zante eur velkoni vraz dre ma tostee