Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
LEVR AR C’HENELIEZ.

da vervel. Neuze eo bet savet ann heol, evit kalz anezho ; ar re n’ho deuz ket serret ho daoulagad ouc’h ar sklerijenn, ho deuz goulennet gant keuz ha glac’har bennoz ho gourenner hag ho deuz bet anezhi dre eunn distro parfet oc’h Doue. Lod all ho deuz kendac’het enn ho dallentez, hag a zo choumet gwall gamm enn ho c’hreden, betek memes hirio ann deiz, siouaz d’ezho !




PENNAD XXXIII.


Ezaü ha Jakob en em wel, hag en em zisparti mignouned.
(Euz ar bed 2265. — A-raok J.-K. 1739.)


1. Hogen Jakob o sevel he zaoulagad, a welaz Ezaü o tont, ha pevar c’hant den gant-han ; hag e tispartiaz bugale Lia, ha Rachel ; ba bugale ann diou vatez.

2. Lakaat a reaz er penn a-raok ann diou valez gant ho bugale ; Lia hag he re enn eil banden ; ha Rachel ha Jozeph ar re ziveza.

3. Hag hen he-unan o vont a-raok a stouaz seiz gweach beteg ann douar, ken na oe deuet Ezaü tost d’ezhan.

4. Ezaü eta a redaz war arbenn he vreur, hen digemeraz a vriad-kaer, hag oc'h he zerc’hel stard etre he zivrac’h, a bokaz d’ezhan enn eur wela.

5. Neuze o veza savet he zqoulagad, e welaz ar merc’hed hag ar vugale vihan, hag e lavaraz : Nak ar re-ma, piou int-hi ? ha d’id-de efent-hi ? Jakob a respontaz : Ar vugaligou en deuz roet Doue d’ho zervicher int.

6. Ar vitizien o tostaat gant ho bugale, a stouaz beteg ann douar.

7. Lia a zeuaz goude gant he re, hag a stouaz er