Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
LEVR AR C’HENELIEZ.

memes fesoun ; Rachel ba Jozeph war lerc’h ar re-all en em daolaz ivez d’ann douar d’he zaludi,

8. Hag Ezaü a lavaraz : Petra eo ar ar bandennou-ze a zo digouezet gan-en war va hent ? Ho c’haset am euz a raok, eme Jakob, evit ma kavjenn trugarez dirak va Aotrou.

9. Hag Ezaü a respontaz : Kalz madou am euz, va breur ker, dalc’h gan-ez ar pez a zo d’id.

10. Nann, eme Jakob, na ra ket evel-se, me as ped ; hogen mar am euz kavet trugarez dirak da zaoulagad, kemer ar prezant dister-ze euz va daouarn ; rak gwelet am euz da zremm, evel pa em bé gwelet dremm ann Aotrou Doue. Bez mad em c’henver.

11. Ha kemer ar vennoz-ma a gennigann d’id ; Doue pehini a ro peptra, en deuz he roet d’in. Ezaü, war beden he vreur, ho c’hemeraz gant beac’h,

12. Hag a lavaraz : Deomp kevret, ha me zalc’ho kompagnunez d’id enn da hent.

13. Jakob a respontaz : Gouzout a rez, va Aotrou, am euz gan-en bugaligou vihan gwall dener, danvadezed ha bioc’hed prest da ala ; mar grann d’ezho en em skuiza oc’h ober re a hent dioc’h-tu, va loened a hell mervel hol enn eunn devez.

14. Ra’z ai va Aotrou a-raok he zervicher, ha me heulio nebeut-da-nebeut he roudou, hervez ma welinn a hello va bugale ober, ken na vezinn digouezet gant va Aotrou e Seïr.

15. Ezaü a respontaz : Me az ped, ra c’houmo da vihana lod euz ann dud a zo gan-en da ober heul d’id enn da hent ! Neket ret, eme Jakob, eunn dra hep kent am euz ezomm, ra gavinn trugarez dira-z-oud, va Aotrou.

16. Ezaü eta a zistroaz da Zeïr enn deiz-ze memes, dre ann hent ma oe deuet.