Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
LEVR AR C’HENELIEZ.

mad, hen eo a zen ar c’henta d’en em blega ; stoui a ra d’ann douar betek seiz gweach dirak he vreur, he c’hervel a ra he Aotrou, hag hen he-unan ar zervicher ; he bedi hag he aspedi a ra da gemerout he brezanchou dister, ha na c’houlenn netra digant-ha, nemet ar peoc’h hag he c’hrasou-mad. Grit er c’hiz-ze hag e vevot euruz.

Na gollomp ket ar zonj ken nebeut euz a zeoliez Jakob, nag euz he anaoudegez-vad e kenver Doue. Ar c’henta tra a ra goude beza kavet eul leac’h da choum, eo sevel eunn aoter, hag azeuli da Zoue braz Israël. Bepred hag e pep tra, ra vezo Doue evid-omp ann derou hag ann divez.




PENNAD XXXIV.


Dina.
(Euz ar bed 2274. — Araok J. K. 1730.)


1. Hogen Dina, merc’h Lia, a ieaz ermeaz da welout merc’hed ar vro-ze.

2. Sichem, map Hemor Hevead, prins euz ar c’harter-ze, o veza he gwelet, he c’haraz dreist-penn, he c’hasaz gant-han d’he balez… ha kement-se holl dre nerz hag enep dvar verc’h iaouank.

3. He galoun en em stagaz out-hi, hag e klaske he laouenaat hag he gounit dre bep seurt karantelesiou.

4. Mont a reaz da gavout Hemor he dad, hag e lavaraz d’ezhan : Grit d’in kaout ar verc’h-ma da bried.

5. Jakob, o veza klevet ann traou-ze, o veza ne oa kel he baotred er gear, ha ma edont o tiouall al loened er peuri, a davaz ken na oent distroet.

6. Hogen, Hemor tad Sichem, a zeuaz da gomz ouc’h Jakob.

7. Ha chetu ivez bugale Jakob oc’h arruout divar