Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/163

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
LEVR AR C’HENELIEZ.

ar mesiou. Pa glevjont petra a oa c’hoarvezet, ez eaz eunn drouk braz enn-ho, dre ma en devoa great en den-ze eunn dismeganz vraz da di Israel, hag eunn torfet ar mezusa, o tizenori merc’h Jakob.

8. Hemor eta a gomzaz evel-henn out-ho : Kaloun va map Sichem a zo en em staget ouz ho merc’h, roit-hi d’ezhan da bried.

9. Greomp nesanded dre zimiziou, roit d’e-omp-ni ho merc’hed, ha kemerit hor re.

10. Choumit enn hon louez, hon douarou a zo enn ho kourc’hemenn, labourit-ho, grit marc’hajou, perc’hentit anezho.

11. Sichem he-unan a lavaraz d’he zad ha d’he breudeur : Ra gavinn trugarez dira-z-hoc’h ! ha kement a c’houlennot, m’her graï.

12. Kreskit ann argoulou, goulennit prezanchou, me raï a greiz-kaloun ar pez a gerrot ; roit d’in hep ken ar verc’h-ze da bried.

13. Bugale Jakob a respontaz dre draitourez da Sichem ha d’he dad ; kounnaret ma oant dre zizenor ho c’hoar ;

14. N’hellomp ket ober ar pez a c’houlennit, na rei hor c’hoar da eunn den ha ne d-eo ket enwadet, ar pez a zo eunn dra difennet ha milliget enn hon touez.

15. Koulzkoude ober a hellimp hon dimiziou ; mar fell d’e-hoc’h en em ober henvel ouz-omp, mar bez enwadet ann holl baotred enn ho touez.

16. Neuze ni rei hor merc’hed d’e-hoc’h, hag a gemero ho re, neuze ni c’houmo enn ho touez, ha na raimp nemet eur bobl.

17. Hogen ma na fell ket d’e-hoc’h beza enwadet, ni ia da gemerout hor merc’h, ha da vont kuit.