8. D’ar mare-ze e varvaz Debora, magerez Rebeka, hag e oe besiet dindan eunn derven e traon ar c’hreac’h war behini ema Bethel ; hag al leac’h-ze a oe galvet Derven ann daëlou.
9. Hogen Doue en em ziskouezaz da Jakob evit ann eil gweach a-baoue he zistro euz ar Mezopotamia e Siria, hog her bennigaz,
10. Enn eur lavarout : Ne vezi mui galvet Jakob ; hogen da hano a vezo Israël. Hag hen henvel a reaz Israël.
11. Hag e lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl-c’halloudek, kresk ha bez eleiz : broadou ha boblou a zavo ac’hanoud, rouaned a ziskenno euz da wenn.
12. Ann douar am euz roet da Abraham ha da Izaak, he rei a rinn d’id, ha d’az wenn enn da c’houde.
13. Ha Doue a dec’haz diout-han.
14. Mes Jakob a zavaz eunn arouez mean el leac’h ma en devoa Doue komzet out-han, o skuilla war-n-ezhan gwin hag eol evit sakrifis.
15. Hag e hanvaz al leac’h-ze Bethel.
16. 0 veza kuiteet ac’hano, e teuaz, d’ann nevez amzer, d’ar c’harter a gas da Ephrata, e peleac’h e kouezaz Rachel e poan-vugale.
17. Evel m’e devoa eur gwall wilioud, e teue danjer d’ezhi da vervel ; hag ann amiegez a lavaraz d’ezhi : N’ho pezit ket aoun, rak ar map-ma ho pezo c’hoaz.
18. Rachel o santout he buez o vont kuit dre ar boan, dare dija da vervel, a hanvaz he map Benoni, da lavarout eo, map va anken : mes ann tad hen hanvaz Benjamin, da lavarout eo, map va dorn deou. (ar muia karet).
19. Rachel a varvaz enn doare-ze, hag a oe besiet