Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
LEVR AR C’HENELIEZ.

baradoz a blijadurez, evit he labourat hag evit he ziouall.

16. Hag a roaz d’ezhan eur gourc’hemenn, enn eur lavarout : debrit euz a holl frouez ar baradoz ;

17. Hogen na zebrit ket euz frouez gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk ; rak enn deiz ma ho pezo debret diout-hi, e varfot a-dra-wir.

18. Ann Aotrou Doue a lavaraz ivez : ne ket mad e ve ann den he-unan : greomp d’ezhan he eil henvel out-han.

19. Goude eta m’en devoe Doue great euz ann douar holl anevaled ann douar, hag holl laboused ann env, e tigasaz anezho dirak Adam, evit gwelout pe seurt hanoiou a roje d’ezho ; rak ann hano a roaz Adam da beb aneval, eo he wir hano.

20. Adam eta a roaz ho hanoiou d'ann holl anevaled, ken da holl laboused ann env, ken da holl loened ann douar ; hogen n’en em gave evit Adam eil ebed, hag a vije henvel out-han.

21. Ann Aotrou Doue eta a zigasaz da Adam eur c’housk kalet : hag e-pad ma oa kousket, Doue a dennaz eur goztezen anezhan, hag a lekeaz kig enn he leac’h.

22. Hag euz ar goztezen-ze ann Aotrou Doue a zavaz ar vaouez, hag he digazaz da Adam.

23. Hag Adam a lavaraz : chetu aze brema askorn euz va eskern, ha kig euz va c’hig ; houma a vezo galvet Gwazez, abalamour ma’z eo bet tennet euz ar gwaz.

24. Dre’n abek da gement-ze ann den a zilezo he dad hag he vamm, hag a zalc’ho-mad d’he bried ; hag e vezint daou enn eur c’horf hepken.

25. Hogen ann eil hag egile, da ouzout eo, Adam hag he bried, a oa noaz ; ha n’ho devoa mez ebed a gement-ze.


————