Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
LEVR AR C’HENELIEZ.


14. Prest ounn, va zad. Jakob a lavaraz : Kea, ha gwel ha mad eo ar bed gant da vreudeur ha gant al loened : ha digas kelou d’in euz ar pez a rear eno. Dileuret euz a draounien Hebron, e teuaz eta da Zichem.

15. Euz gwaz o veza he gavet o redek dre ar mesiou, a c’houlennaz digant-han petra a glaske.

16. Hag e respontaz : Va breudeur a glaskann ; livirit d’in peleac’h emaint o tiouall ann tropellou.

17. Ann den-ze a respontaz d’ezhan : En em dennet int ac’han, hag ho c’hlevet am euz o lavarout : Deomp etrezek Dothain. Jozeph eta a zalchaz da vont war lerc’h he vreudeur, hag ho c’havaz e Dothaïn.

18. Ar re-ma o veza he welet euz a bell, a-raok mac’h arruaz beteg enn-ho, a reaz ho zonj d’hel laza.

19. Hag e lavarent etre-z-ho : Chetu arru ann hunvreer :

20. Deomp, lazomp-hen, ha taolomp-hen er puns kos-ze, ha ni a lavaro : Eul loen fero en deuz hen taget : ha neuze e vezo gwelet da betra eo servichet d’ezhan he hunvreou.

21. Ruben, o klevout kement-ze, a reaz euz he holl c’halloud evit he denna euz a dre ho daouarn, hag a lavare :

22. Na lamit ket he vuez digant-han, ha na skuillit ket he c’hoad ; taolit-hen kentoc’h er puns-hont a zo e kreiz ar gouelec’h, ha mirit ho taouarn dinamm : lavarout a rea kement-ze gant ar c’hoant en devoa d’hen tenna euz a dre ho daonarn, ha d’he gas enn dro d’he dad.

23. Kerkent eta mac’h arruaz gant he vreudeur, e lamjont digant-han he zëe marellet, pehini a ziskenne d’ezhan beteg he zeuliou.