24. Hag hen taoljont enn eur puns koz, e pehini ne oa mui a zour.
25. Hag o veza neuze azezet da zibri ho boed, e weljont beachourien Ismaelited o tont euz Galaad, hag ho c’hanvaled sammet a louzeier c’houes-vad, a rousin, hag a virrha, da gas d’ann Ejipt.
26. Judas eta a lavaraz d’he vreudeur : petra dalvezo d’e-omp-ni bzza lazet hor breur, ha beza kuzet he varo ?
27. Gwelloc’h eo he werza d’ann Ismaëlited-ze, ha derc’hel hon daouarn dinamm : rak hor breur hag hor goad eo. Asanti a reaz he vréudeur d’ar pez a lavare.
28. Pa zeuaz eta ar varc’hadourien madianited da dremen, he vreudeur hen tennaz euz ar puns, hag a werzaz anezhan d’ann Ismaëlited, ugent pez arc’hant ; hag ar rema her c’hasaz gant-ho d’ann Ejipt.
29. Ruben o veza distroet d’ar puns, na gavaz mui ar c’hrouadur enn-han.
30. Reugi a reaz he zillad, hag o tont da gavout he vreudeur, e lavaraz : Na welann mui ar c’hrouadur, na petra deuinn-me da veza !
31. Hogen hi, o kemerout saë ho breur, he soubaz e goad eur menn-gaor ho devoa lazet,
32. Hag a lekeaz eunn den d’he c’has d’ho zad, ha da lavarout d’ezhan : Kavet hon euz ar zaë-ma, gwelit ; ha saë ho map ef-hi, pe ne d-eo ket ?
33. Ann tad o veza he anavezet, a lavaraz : Saë va map eo, siouaz ! eul loen fero en deuz he zebret, eul loen en deuz taget Jozeph !
34. Reugi a reaz he zillad, eur gouris-reun a wiskaz, hag e-pad pell amzer e welaz d’he vap ker.
35. He holl vugale all en em zastumaz enn dro