Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/180

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
LEVR AR C’HENELIEZ.


9. N’ez euz ama netra ha ne ve ket em gourc’hemen, netra ha ne ve ket bet lekeat etre va daouarn, nemed-hoc’h-hu, pehini eo he c’hrek ; penaoz eta ec’h helfenn-me ober ann drouk-ze, ha pec’hi enep va Doue ?

10. Bemdez-c’houlou e teue ar c’hrek da nec’hi he mevel iaouank dre ar seurt komzou-ze ; hag hen en em zifenne ato da bec’hi.

14. C’hoarvezout a reaz eunn devez ma tenaz Jozeph d’ann ti, hag edo oc’h ober eunn dra bennak ha na oa den all ebed war al leac’h

42. Hag ar c’hrek, o kregi enn he vantel, a lavaraz : Kousk gan-en. Jozeph, o lezel he vantel enn he dourn, a dec’haz hag a ieaz er meaz.

13. Ar c’hrek o welout ar vantel e-tre he daouarn, hag oc’h en em welout disprizet,

14. A c’halvaz davet-hi tud he zi, hag a lavaraz d’ezho : Ia, digaset en deuz enn ti-ma ann Hebread-ze, evit ober mez d’e-omp ; deuet eo beteg enn-oun, evit gwall ober gan-en ; ha pa em euz kriet,

15. Hag hen klevet va mouez, en deuz lezet gan-en he vantel pehini a zalc’henn, hag eo redet er meaz.

16. Evit merk eta euz he fidelded, e tiskouezaz d’he fried, pa zistroaz d’ann ti, ar vantel he devoa dalc’het gant-hi.

17. Hag e lavaraz : Ar sklaf Hebread-ze hoc’h euz digaset ama, a zo deuet d’am c’havout evit ma dizenori ;

18. Hag o veza ma c’hlevet o krial, en deuz lezet gan-en he vantel pehini a zalc’henn, hag eo lammet er meaz.

19. Ar mestr o klevout ann traou-ze, hag o kredi re da gomzou he c’hrek, a ieaz eunn drouk braz enn-han.