20. Lakaat a reaz Jozeph er prizoun ma vije dalc’het prizounerien ar roue enn-han, hag e choumaz eno prizouniet.
21. Hogen Doue a oe gant Jozeph, hag en devoe truez out-han ; ober a reaz d’ezhan kavout trugarez dirak gouarnour ar prizoun,
22. Pehini hel lekeaz da vestr war ann holl brizounerien a oa dalc’het eno, ha na vije great netra nemet dre he urz.
23. Ann emell euz a bep tra o veza gant Jozeph, ar gouarnour na zoursie mui ouz netra ; rak Doue a oa gant Jozeph, hag her blenie enn he holl oberiou.
Eunn den santel enn eunn ti a zo eur gwir denzor. Tud, loened, madou, pep tra enn dro d’ezhan en em zant euz a vennoz Doue. Mistri ha mestrezed, choazit mad ho servicherien : ma ho deuz doujanz Doue ; mar labouront evit ho eternite, pep tra enn ho ti a vezo well anezho ; mes ma na glaskont nemed gonnidou ar vuez-ma, divar ho koust a vezo.
Mevel pe matez fall a hell kas eunn tiegez mad da goll ; mes ivez mestr pe mestrez direoll a zo c’hoaz kiriekoc’h da walleur ar zervicherien. Netra enn doare-ze na c’hoarvezo, mar bez doujanz Doue enn eil rumm pe enn egile.
Mar d-eo bet Jozeph e ti Putiphar skouer hag enor ann dud diantek, eo bet ivez, eme ann Tadou Santel, ho mestr hag ho doktor, o tiskouez d’ezho ar gwir fesoun da drec’hi hep mank ann tentasionou lik. Tec’hi buhan, chetu he gentel. Gant ar pec’hed-ze n’euz ket da varc’hata. Eur zonj vil hep ken, mar grit d’ezhi digemer enn ho kaloun, petra bennak na fell ket d'e-hoc’h ober ar pez a envorit, ho tiskar. Sarrit ann nor out-hi, ha sarrit prount ; ho spered a vezo dilui, ho koustianz direbech, hag ann aerouant trec’het a dec’ho pell diouz-hoc’h.
Dinamded hag honestiz na viront ket ato ouz drouk e-barz