7. A c’houlennaz digant-ho, enn eur lavarout : Perag hoc’h eus-hu hirio eunn ear tristoc’h egel kustum ?
8. Bet hon euz, eme-z-ho, bep a hunvre ; ha n’hon euz den ebed d’ho displega d’e-omp. Ha Jozeph a lavaraz d’ezho : Ha ne ket da Zoue eo da ziskleria ann hunvreou ? danevellit d’in ar pez hoc’h euz gwelet.
9. Ann ofisour-boutailler a gountaz ar c’henta he hunvre. Gwelout a reann dira-z-oun eur winien,
10. Ha war-n-ezhi tri brank, a bere e weliz ho sevel a nebeut-da-nebeut, da genta bronz, ha goude bleun, hag er fin rezin hag a zareve.
11. Hag hanaf Pharaon a oa em dorn ; kemerout a riz eta rezin, hag o veza ho gwasket e-barz ann hanaf a zalc’henn, e kennigiz da eva da Pharaon.
12. Jozeph a rezpontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre ; ann tri brank a zo tri devez c’hoaz ;
13. Goude pere e teui sonj da Pharaon eveuz ho karg, hag e viot lekeat enn dro enn ho stad kenta ; kinniga a reot he hanaf d’ar roue hervez ho karg, evel ma oac’h kustum da ober kentoc’h.
14. Ho pet hep ken sonj ac’hanoun, pa vezo mad ar bed gan-e-hoc’h, ha grit trugarez em c’henver, o lakaat Pharaon d’am zenna euz ar prizoun ma.
15. Rak me zo bet digaset dre skrap euz a vro ann Hebreed, ha taolet ama er prizoun douna, ha me divlamm a bep drouk.
16. Mestr ar baneterien, o welout en devoa Jozeph displeget ann hunvre-ze gant kalz a furnez, a lavaraz : Ha me ivez, me am euz hunvreet e tougenn war va fenn eur gestad bleud.
17. E-barz ar gest a oa war c’horre ar re all, e tougenn, war va meno, kement seurt traou e vez great