Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/185

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
LEVR AR C’HENELIEZ.

ann douar. Jozeph a zo bet kaseet gant he vreudeur, dre ma en devoa ho zamallet euz a eunn drouk grevuz meurbed ; ha dre ma oa he vuez dinamm eur rebech pemdesiek d’ho dizurjou ; map Doue, evel ma hel lavar he-unan, a zo bet kaseet gant ar Juzevien, dre ma touge he vuez santel testeni enep ho vertusiou gaou hag ho hipokrizi.

Jozeph dre ann traou misteriuz a ziskoueze Doue d’ezhan, a ellume enn he enep gwarizi he vreudeur ; Jezuz-Krist, dre ar gwirionesiou kaer hag ar misteriou braz a brezege d’ar Juzevien, a dennaz war-n-ezhan, e-leac’h ho souez hag ho c’harantez, eur warizi marvel, hervez ma hen anzavaz Pilad he-unan dira-z-ho.

Jakob a gas Jozeph da glask he vreudeur, ha Jozeph a ia gand joa, dre ma ho c’hare a greiz he galoun, en despet d’ho c’hasoni. Ann Tad éternel a zigas ivez he Vap d’hor c’hlask-ni, ni breur da Vap Doue abaoue ma’z eo en em c’hreat den ; ni he enebourien dre ar pec’hed, ha karet koulzkoude gant-han beteg mervel evid-omp.

Jozeph a zo gwerzet ugent diner ; Jezuz a zo gwerzet tregont.

Jozeph tamallet e gaou, n’en em zifenn ket, kondaounet eo d’ar prizoun hep beza bet selaouet ; Jezuz tamallet ivez gant prinsed ar veleien, a dav, beteg lakaat he varner souezet ; ha koundaounet eo hep gwir abek ebed hag enep da bep gwir.

Jozeph oc’h en em gavout enn he brizoun e kreiz-e-tre daou dorfetour, a ziougan he bardoun da unan hag he varo d’egile ; Jezuz o veza var ar groaz e tre daou laer, a lez unan anezho da vervel ekreiz he vlasfemou, hag a zigor he varadoz d’egile chenchet enn eunn taol dre ann touch euz he c’hras.

Jozeph dindan dourn ann Aotrou-Doue, a zo bet evel eur mean prisiuz e tre daouarn eur micherour gwisiek. Hema na espern enn dro d’he vean na kizal na morzol, dre ma oar mad penaoz ann taoliou-ze eleac’h terri ar mean, na reont nemet kreski he lufr hag he briz. Eunn taolik lim a vank c’hoaz da Jozeph evit beza parfet dirak Doue, hag he c’houzanv a ra dre ingrateri hag ankounac’h ar mestr boutailler.


————

12