Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/186

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
LEVR AR C’HENELIEZ.



PENNAD XLI


Hunvreou Pharaon. Jozeph gouarnour ann holl Ejipt.


1. Daou vloaz goude, Pharaon eo devoe eunn hunvre. Kavout a rea d’ezhan beza enn he zao war ribl-ar ster ;

2. Er meaz a behini e teue seiz bioc’h kaer ha lard-pill, hag e peurent war ar gwerniou.

3. Seiz bioc’h all euzuz, ha treud-kign, a zave ivez euz ar ster, o peuri e ribl ar ster war ann tachennou glaz.

4. Hag e tebrjont ar re genta, ker kaer enn ho ment, ker flour enn ho bleo. Pharaon diunet war gement ze,

5. A gouskaz adarre, hag en devoe eunn eil hunvre. Seiz toc’haden, pe tamoezen, leun ha kaer, a zave war ar memes korsen.

6. Seiz toc’haden all moan-moan, ha rostet gant ar morzull, a zave war ho lerc’h,

7. O tibri holl c’hened ar re genta. Pharaon a zihunaz goude eur pennadik kousked.

8. Pa oe deuet ar mintin, spountet ha stravillet holl, e kasaz da gavout holl zivinourien, hag holl dud gwisiek ann Ejipt, hag o veza ho galvet holl enn he balez, e kountaz d’ezho he hunvre, ha nikun na helle rei d’ezhan sklerijen ebed.

9. Neuze war ar fin e teuaz sonj d’ar mestr-boutailter, hag e lavaraz : Anzao a rann va fec’hed ;

10. Ar roue fachet ouz he ofiserien, a reaz teurel, e prizoun kabitan he zoudarded, ar mestr-paneter ha me.