Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
LEVR AR C’HENELIEZ.


11. Hon daou hor boe, er meraes nozvez, bep a hunvre, diougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout.

12. Bez’ ez oa eno eunn Hebread iaouank, servicher zo ken da gabitan ar zoudarded. O veza danevellet d’ezhan hon hunvreou,

13. E klevjomp gant-han kement a zo digouezet abaoue. Rak me zo bet lekeat enn dro ebarz em c’harg, hag egile a zo bet krouget ouc’h eur groaz.

14. Raktal dre urz ar roue e oe lennet Jozeph euz ar prizoun ; hag o veza krennet d’ezhan he vleo, ha chenchet d’ezhan he zillad, hen disgasjont dirag ar roue.

15. Ha Pharaon da lavarout d’ezhan : Hunvreou am euz bet, ha na gavann den d’ho displega d’in ; klevet am euz penaoz te oar arvari diouc’h ann traou gant kalz a skiant.

16. Jozeph a respontaz : Doue, ha nann me, eo a responto da Pharaon traou a eur-vad.

17. Pharaon a gountaz eta ar pez en devoa gwelet. Kavout a rea d’in beza em zao war ribl ar ster,

18. Hag e save euz ar ster seiz bioc’h kaer meurbed ha lard-pill, hag e peurent war dachennou glaz ar wern.

19. Ha chetu o tont war ho lerc’h seiz bioc’h all ken vil ha ken treud, n’am euz gwelet biskoaz enn Ejipt a seurt d’ezho.

20. Goude beza taget ha lounket ar re genta,

21. Ne oant lamm ebed leunoc’h da welout ; mes choum a rejont ken treud ha biskoaz, daougroumet ha goloet a lornez. O veza dihunet war gement-ze, e koueziz adarre gant ar c’housked.

32. Hag am boe eunn eil hunvre. Seiz toc’haden