Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
LEVR AR C’HENELIEZ.

leun ha kaer meurbed, a zic’heote war ar memes korsen.

23. Izelloc’h war ar memes koloen, e save seiz toc’haden all treud-treud, ha rostet gant ar morzull.

24. Ar re-ma a zebraz ar re genta gant ho gened. Danevellet am euz va hunvre d’hon divinourien, ha n’euz nikun anezho gwestl da rei d’in sklerijen war-n-ezhan.

25. Jozeph a respontaz ; Daou hunvre ar roue na reont nemet unan ; Doue en deuz diskouezet da Pharaon ar pez a dle ober enn amzer da zont.

26. Ar seiz bioc’h lard, hag ar seiz toc’haden leun, a zo seiz vloavez founder ; ann daou hunvre a zoug ar memes gwirionez.

27. Ar seiz bioc’h moan ha treud a zo deuet euz ar ster war lerc’h ar re genta, hag ar seiz toc’haden divoed ha skoet gant ar gwall avel, a zo seiz vloavez kernez pere a dle dont.

28. Ann traou-ze a c’hoarvezo er c’hiz-ma :

29. Dont a rai da genta dre ann Ejipt penn-da-benn, seiz vloavez founder hag a vezo dispar.

30. Ha war ho lerc’h e teui seiz vloavez all a zifrouezidigez ker braz, ma raint ankounac’haat ar buillded diaraok, rag ann naon a grogo dû e pevar c’horn ar vro.

31. Ha brazder ar gernez a lounko hini ar buillded.

32. Ann eil hunvre hoc’h euz bet, hag a zell ouz ar memes traou, a zo evit kreaat ar wirionez, hag a ziskouez e vezo sevenet hep faot lavar Doue ha kement-ze hep dale.

33. Brema’ ta ar roue a renk kavout eunn den fur ha gwisiek, hag hen lakaat da vestr war ann holl Ejipt ;

34. Eunn den hag a lakai ofiserien e pep karter euz ar vro, da zastum e grignoliou ar roue ar bemved euz a vadou ann douar epad ar seiz vloavez founder,