37. A bep bro e teue ann dud d’ann Ejipt da brena peadra da zibri, ha da glask sikour enep gwallen ar gernez.
Tregont vloaz en devoa Jozeph, pa oa digaset da balez Phapaon ; da c’houezek vloaz e oe gwerzet gant he vreudeur ; pevarzek vloaz sklavach en deuz eta gouzanvet.
Arabat eo beza souezet, eme zant Iann Krizostom, en defe Doue lezet keid amzer enn amprou, eunn den iaouank ker fur ha ker santel. Eur micherour habil a oar pe geid e tle ann aour beza lezet ebarz ar c’hleuzer , evit beza mad da ober eul lestr euz ann huella priz. Eur mestr-masouner a oar pegen doun eo ret kleuza, pa vez dezo da zevel eunn ti kaer hag huel. Doue pehini a wie da begen huel karg e felle d’ezhan sevel he zervicher, na reaz d’ezhan tremen dre gement a enkreziou, nemet evit netaat mui-oc’h-mui he natur vad, amprou ha kreaat he vertusiou, hag hel lakaat e stad da zougen he c’hloar-vraz, hep plega, na bralla e fesoun ebed dre avel ann ourgouil. Me gredfe da eur roue hag a ve bet, evel Jozeph, amprouet gant Doue enn he iaouankiz : da eur roue hag en defe gouezet anaout ann dud, o tougenn keid amzer ar bouez euz ho dizanaoudegez ; tamallet e gaou, hag ankounac’heat gant-ho pell diouc’h he vro, evel ma’ zeo bet Jozeph.
Hogen ann histor a brouvo ma neket deut Doue a benn da ober he daol-micher. Ar roue a lavar da Jozeph : Klevet am euz ez poa eur wisiegez vraz evit diskleria ann hunvreou. — Doue ha nann me, eme Jozeph, eo a responto da Pharaon ar pez a zo mad. Chetu aze ar gwir vuelded ! en em denna a ra holl a gostez, evit na vezo gwelet nemet Doue hag he holl c’halloud, enn traou kaer ez a da ober dre he zervicher. Ann ourgouil na gavaz leac’h ebed enn eur galoun leun euz a Zoue. Mar d-oc’h zunn dra bennak er bed-ma, sonjit er bed all, ha n’ho pezo ket c’hoant d’en em c’hlorifia.
Ar chenchamaut euruz-ze, c’hoarvezet enn eunn taol e