vezo gounezet d’he dad holl vroiou ann douar. D’ann deiz braz, d’ann deiz diveza, holl fall ha mad e renkimp plega, giorifia Doue enn eil fesoun pe enn eben er baradoz gand ann dud gwenvidik, pe enn ifern gand ar bec’herien reuzeudik.
1. Jakob o klevout e werzet ed ebarz ann Ejipt, a lavaraz d’he vugale : Perak e choumit-hu da zellout ?
2. Klevet am euz e werzer ed enn Ejipt ; diskennit di, ha prenit d’e-omp ar pez a zo ret, evit ma hellimp beva, ha na varvimp kel gant ann naoun.
3. Dek euz a vreudeur Jozeph a ieaz eta d’ann Ejipt, da brena ed.
4. Benjamin a oe dalc’het er gear gant Jakob, pehini en devoa lavaret d’he vreudeur : Marteze ec’h helfe c’hoarvezout eunn drouk bennak gant-han hed ann hent.
5. Dont a rejont eta war zouar ann Ejipt, gant tud all pere a ie evel d-ho da brena. Rak ar gernez a oa e pebleac’h dre vro Kanaan.
6. Hogen Jozeph a oa mestr enn Ejipt ; ha gant he aotre hep ken e vije gwerzet ed d’ar boblou. He vreudeur o veza he zaludet beteg ann douar,
7. Jozeph ho anavezaz ; hag o prezeg eunn dra bennak dic’hek out-ho, evel ouc’h diavezidi, e c’houlennaz digant-ho : Euz a beleac’h e teuit-hu ? Hi a respontaz : Euz a vro Kanaan ; hag omp deuet da brena peadra da veva.
8. Evit hen da anaout he vreudeur, ne oe ket anavezet he-unan gant-ho.