9. Neuze o tont sonj d’ezhan euz ann hunvreou en devoa bet gweach all, e lavaraz d’ezho : C’houi zo spiérien, deuet ama da welout al leac’hiou gwana euz ar vro.
10. Hag hi da lavarout : Ne ket ann dra-ze eo, Aotrou ; ho servicherien a zo deuet da brena ed.
11. Ni zo holl bugale d’ar meraes den, deuet omp ama tud a beoc’h, hag ho servicherien ne zonjont e drouk ebed.
12. Nann, eme Jozeph d’ezho, ne ket evel-ze eo c’houi zo deut evid anaout al leac’hiou euz ann Ejipt pere n’int ket difennet mad.
13. Mes ar re-ma : Daouzek breur omp, eme-z-ho, ho servicherien, mipien d’ar memes den, e douar Kanaan ; ar iaouanka a zo gant hon tad, egile n’ema mui war ann douar.
14. Mad, eme Jozeph, chetu petra am euz lavaret : Spierien oc’h.
15. Me ia brema d’hoc’h amproui ; bevet Pharaon ! n’ez eot ket ac’han, ken na vezo deuet ama ho preur bihana.
16. Kasit unan ac’hanoc’h d’he gerc’hat ; da c’hortoz, c’houi choumo er prizoun, ken n’am bezo amprouet ann traou a livirit, pe c’haou pe wir int. Anez kement-ze, bevet Pharaon ! c’houi zo spiérien.
17. Ober a reaz eta ho lakaat er prizoun evit tri devez.
18. Hogen d’ann trede deiz o veza ho zennet er meaz euz ar prizoun, e lavaraz d’ezho : Grit ar pez am euz lavaret, hag e vefot, rak douja a rann Doue.
19. Mar d-oc’h tud a beoc’h, ra choumo unan ac’hanoc’h ereet er prizoun ; c’houi etre z-hoc’h, it neuze