Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
LEVR AR C’HENELIEZ.


38. Mes ann tad a lavaraz ; Nann, ne d-ai raorse va map gen-e-hoc’h, he vreur a zo maro, ha na choum mui nemet-han ; mar c’hoarvez gant-han eunn drouk bennak er vro-ze da bihini ez it, e lekeot va bleo gwenn da ziskenn er bez gant glac’har.


————


SKLERIDIGEZ.


A-baoue derou ar bed beteg ama, hon euz gwelet breudeur a-walc’h oc’h en em venji ann eil war egile. Mall eo d’hor spered kavout eunn tammik frealzidigez, goude kasoniou ker poaniuz da glevout komz anezho. Greomp eta eunn ehanik, harpet evel pa lavarfenn war galoun vad ann den santel Jozeph, ha gwelomp penaoz e tigemeraz he vreudeur.

Pa ho gwelaz stouet d’ann douar d’he zaludi, e teuaz sonj d’ezhan euz he hunvreou ; nann evit rebech d’he vreudeur ho fallagriez dinatur, mes evit adori e gweled he galoun renadur pe providans Doue, o welout oc’h arruout dija ar pez a ziougane he hunvre kenta : Va malan a choume plom enn he sao, hag ho re-hu a stoue holl enn dro d’ezhi.

Koulzkoude spered Doue pehini her blenie e pep tra, n’hel lezaz ket d’en em rei d’ezho da anaout dioc’h-tu. Dleourien a oant da justis Doue, ha ret a oa d’ezho tanvaat da vihana lod euz ar c’halir c’houero ho devoa great d’ho breur eva beteg al li. Taol-chanz ho devoa lavaret da Jozeph e Dothain : Deuet oud ama c’hoaz da welout petra a reomp, evit hor flatra goudeze d’hon tad ; ha Jozeph a lavar brema d’ezho : A dra hanad, spierien oc’h. He deurel a rejont enn eur c’hoz punz ; ho lakaat a ra ra tri dervez er prizoun.

N’euz netra par d’ann truhuliou evit lakaat ann den d’en em anaout ha da zistrei ouc’h Doue. Breudeur Jozeph, enkrezet a bep tu, a lavar : Gant gwir-varn e c’houzanvomp kement-ma ! Sonj mad ho deuz euz ho fec’hed, gant he holl zarvoudou ; rak siouaz d’eomp ! Prenv ar goustianz na varv morse e kalonn eunn den kabluz. Jozeph o welout ho c’heuz, hag ann neac’hamant vraz e pehini em edont, a skuillaz daelou a dene-