Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/203

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
LEVR AR C’HENELIEZ.

ann Aotrou Doue kerkent ha ma her gwel. Doue a-raok ato, chetu merk ar gwir garantez.

Jozeph a gare bepred he vreudeur enn despet d’har pez ho devoa great enn he genver ; hag he galoun vad a dlie dridal gant levenez oc’h ho gwelout holl enn eul lod, azezet ouc’h ar memes taol, ha mignouned hervez pep doare. Mes kent eget en em rei d’ezho da anaout, e fell d’ezhan ho amproui eur weach c’hoaz, evit gwelout hag hi a gar ho vreur Benjamin e gwirionez hag a greiz-kaloun.




PENNAD XLIV.


Hanaf Jozeph kavet e sac’h Benjamin.


1. Hogen Jozeph a c’hourc’hemennaz da c’houamour he di, enn eur lavarout : Kargil ho zier a ed, kement a hellont da zerc’hel, ha likiit arc’hant pep hini anezho e bek he zac’h.

2. Oc’h penn-ze, likiit va hanaf arc’hant e bek sac’h ann hini iaouanka, gant ar priz en devezo roet d’e-hoc’h evit he winiz. Hag e oe great er c’hiz-ze.

3. Antronoz beure-mad, e oent laosket da vont kuit, gant ho ezen.

4. Dija edont er meaz a gear, hag ho devoa great eur pennadik hent ; neuze Jozeph o c’hervel gouarnour he di : Sao, eme-z-han, red war lerc’h ann dud-ze ; ha pa ez pezo ho faket, lavar dezho : Perak e taskorit-hu ann drouk evit ar mad ?

5. Ann hanaf hoc’h euz laeret eo ann hini gant pehini ec’h ev va mestr, ha gant pehini e tivin ann traon kuzet. Eunn dra fall meurbed hoc’h euz great.

6. Ar gouarnour a reaz er c’hiz ma en devoa bet urz da ober ; o veza ho faket, e tiskleriaz d’ezho ger-evit-ger he gefridi.