7. Ar re-ma a respontaz : Perak, aotrou, komz evel-se,
ha sonjal ho defe ho servicherien great eunn torfet
ker braz ?
8. Digaset hen euz d’e-hoc’h euz a zouar Kanaan ann arc’hant hor boa kavet e bek hor zier ; penaoz goude kement-ze hor bé-ni laeret aour hag arc’hant euz a di ho mestr ?
9. Ra varvo ann hini euz ho servicherien war behini e vezo kavet ar pez a glaskit ; ha ni holl a vezo sklaved d’hon Aotrou.
10. Hen a lavaraz d’ezho : Ra vezo great hervez ho parn ; ann hini gant pehini e vezo kavet ann tas, ra vezo hennez sklav gan-en ; c’houi e tre-z-hoc’h, c’houi vezo divlamm.
11. Raktal eta ar zier o veza bet dizammet war ann douar, pep hini a zigoraz he zac’h.
12. Ar gouarnour o veza ho furchet, o teraoui dre ar c’hosa belek ar iaouanka, a gavaz ann hanaf e sac’h Benjamin.
15. Ann dud keaz anezho, regi a rejont neuze ho dillad, hag o veza sammet adarre ar greun war ann ezen, e tistrojont e kear.
14. Judaz e penn he vreudeur a ieaz ar c’henta dirak Jozeph, pehini a oa c’hoaz el leac’h ma edo kent, hag holl war eunn dro en em strinkjont d’ann douar dira-z-han.
15. Ha Jozeph da lavarout d’ezho : Perak hoc’h eus-hu klasket ober eunn dra evel-se ? Ha na ouzoc’h-hu ket penaoz n’am euz ket va far da zivin ann traou kuzet ?
16. Judaz a lavaraz d’ezhan : Petra a respontimp-ni d’am Aotrou ? Petra a livirimp-ni ? Petra oufemp-ni da ober gant ann distera gwir evit en em wenna ? Doue en