26. Ha ni da respont : N’hellomp ket mont hon-unan ; mar teu gan-e-omp hor breur bihana ez aimp war eunn dro ; hogen ma n’ema ket Benjamin gan-e-omp, na gredimp bikenn mont dirak ann den-ze.
27. Da gement-ze hon tad a respontaz : Gouzout a rit am euz bet daou vap euz va grek Rachel ;
28. Unan anezho a zo bet eat war ar mesiou, ha hoc’h euz lavaret : Eul loen gouez en deuz he daget ; ha bete, vrema ne ket bet gwelet morse.
29. Mar kasit hema gan-e-hoc‘h, ha ma c’hoarvez eunn drouk bennak gant-han enn hent, c’houi lakai va bleo gwenn da ziskenn er bez gant eunn dristidigez vraz,
30. Mar d-ann eta dirak ho servicher hon tad , hep ar c’hrouadur, evel ma ’z eo stag he ene ouc’h he hini,
31. Pa welo n’ema ket ar c’hrouadur gan-e-omp, e varvo, hag ho servicherien ho devezo lekeat he vleo gwenn da zikenn er bez gant glac’har.
32. Ra vezinn me va-unan ho sklaf, me pehini am euz kemeret ar c’hrouadur war va c’houstianz ; me pehini am euz kreleet evit-han enn eur lavarout : Ma n’hen digasann enn dro, kabluz e vezinn enep va zad, ha goulenn a rann ne venn bikenn pardounet.
33. Er c’hiz-ze ’ta, me choumo sklaf gan-e-hoc’h e leac’h ar c’hrouadur, da zervicha va mestr ; hag ar c’hrouadur a ielo d’ar gear gant he vreudeur.
34. Rak n’hellann ket distrei da gavout va zad hep ar c’hrouadur, gant aoun na venn test va-unan euz ann anken a ia da lakaat va zad da vervel.