bloaz kernez da dremen,) evit na varvot ket na c’houi, na tud ho ti, na netra a gement a zo d’e-hoc’h.
12. Gwelout a rit gant ho taoulagad, ha Benjamin a wel ivez penaoz eo me va-unan eo a gomz ouz-hoc’h.
13. Kasit kelou d’am zad euz va holl c’hloar, euz ann holl draou hoc’h euz gwelet enn Ejipt ; hastit buhan ha digasi-hen daved-oun.
14. Neuze oc’h en em deurel e kerc’hen-gouzouk he vreur Benjamin, da boket d’ezhan, e skuillaz daelou ; ha Benjamin ivez a wele e-tre he zivreac’h.
15. Jozeph a bokaz ivez d’he holl vreudeur, enn eur wela war bep hini anezho : Goude kement-ze e kemerjont ann hardiziegez da gomz out-han.
16. Klevet a oe, ha na oa ken brud e palez ar roue : Breudeur Jozeph a zo deuet ama. Ha Pharaon hag holl dud he balez ho devoa kalz a joa.
17. Hag e lavaraz da Jozeph rei d’he vreudeur ann urz-ma : Sammit ho loened hag it enn dro da zouar Kanaan ;
18. Digasit ac’hano ho tad hag hoc’h holl gerent, ha deuit daved-oun. Me a roio d’e-hoc’h holl vadou ann Ejipt, ha maget e viot gant ann drusa greun euz ar vro-ma.
19. Roit urz ivez d’ezho da gemerout kirri diouc’h ann Ejipt, evit dougen ho bugale vihan, hag ho gragez ; ha livirit-mad d’ezho : Digasit ho tad gan-e-hoc’h, hag hastit da zistrei ama, ar c’henta ar gwella.
20. Na lezit netra euz hoc’h arrebeuri war ho lerc’h, rak holl vadou ann Ejipt a vezo d’e-hoc’h.
21. Bugale Israel a reaz eta ar pez a oe gourc’hemennet d’ezho. Jozeph a roaz d’ezho kirri, hervez urz Pharaon, ha boed evit ann hent.