Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
LEVR AR C’HENELIEZ.

bour eaz ha diverruz, evit tremen ann amzer, anaout natur ann douar, vertuziou ar plant, buezegez ar bokejou, hag evit meuli Doue dre-z-ho. Doue o tigas al loened dirak Adam, evit ma roje hanoiou d’ezho, a zeske d’ezhan e oa ho mestr ; hag ann hano dereat a roe Adam da bep hini, a zesk d’e-omp ar wisiegez vraz en devoa bet digant he grouer, pa ’z eo gwir penaoz ann hano roet da beb aneval a verk, e iez ann Hebreed, natur, ijin, ha micher ann aneval-ze.

Evid omp-ni petra bennak na chomm mui dindan hon daouarn, nemed eunn niver bihan a loened, trugarekeomp Doue euz ann holl zikourou a roont d’e-omp. Ar c’hezek hon doug, ann ejen a labour hon douarou, ar vioc’h hor mezur gand he leaz, ann danvad a ro d’e-omp he gloan evit ober hon dillad, ar wenanen he c’hoar hag he mel, al laboused ho meuzik, ho gened hag ho laouenidigez ; meulomp Doue !

Doue a roaz eur gourc’hemenn d’ann den. — Doue o veza krouet ann den dre garantez, her c’hrouaz euruz e pep fesoun. Euz a gostez ar c’horf, nerz, iec’hed, gened, buez hep fin ; euz a gostez ann ene, gwisiegez war bep tra, sklerijen, karantez, ha galloud da zenti pe da enebi ouc’h Doue he-unan. Hel lekeat en devoa da vestr war oberiou he zaouarn, hogen n’hel lezaz ket dizepant diout-han. Evid amprou he garantez hag he anaoudegez-vad, ha rei d’ezhan ann tu da zellezout he-unan, ha da c’hoaranti evit bikenn he stad euruz, Doue a roaz d’ezhan eur gourc’hemenn berr hag eaz da virout : na zebrit ket euz frouez gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk. E touez gwez kaer ar baradoz terrien, ar skritur a ra menek euz a ziou wezen dreist ar re all, ar wezen a vuez, ha gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk. Frouez ar wezen a vuez, debret eur weach pe da bep mare, ho devoa ann nerz da virout diouc’h ar c’hlenvejou, diouc’h ar gozni, diouc’h ar maro memes. Gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk, a vez hanvet er c’hiz-ze, nann abalamour ma ho devoa he frouez ar vertuz da skleraat ar spered war ar mad ha war ann drouk ; mes abalamour d’ar pez a dlie c'hoarvezout gand ann den mar tebrje anezho. Anaout hag amprou a raje ar c’hemm a zo etre ar mad hag ann drouk, da lavarout eo etre he stad euruz, hag ar stad reuzeudik e pehini e kouezje dre he zizentidigez.